Kofez ur muntrer – Joseph Roth
Lenn a-stroll

Kofez ur muntrer – Joseph Roth

Un emgav bep Lun kentañ ar miz evit komz asambles diwar-benn ul levr dibabet ar miz a-raok.

Kofez ur muntrer – Joseph Roth

Deiziadoù hag eurioù

D’al Lun 2 a viz Kerzu 2024 da 8e00 gm

Lec'h

Skol an Emsav
8, trolec'h Sant-Albin
35000 ROAZHON

Prizioù

15 € - emezeladur bloavezh

Diwar-benn al levr

Mont a ra an daneveller d’un davarn rusian e Pariz, an Tari-Bari, ma kej gant Semion Golubtchik bep noz, un den iskis, seven ha didrouz. Un nozvezh e klev ur pratik o lavarout eo Golubtchik ur “muntrer”… Kregiñ a ra Golubtchik da gontañ an traoù iskis o deus lakaet anezhañ da lazhañ. Deskiñ a reomp peseurt hent torfedus en deus kaset anezhañ, eus koadeier don Rusia e vugaleaj, da vont da weladenniñ ar gevredigezh parizian dibarañ.
Ganet e Brody e 1894 en un tiegezh yuzev, Moses Joseph Roth a oa ur skrivagner hag ur c’hazetenner aostrian-hungariat. Adalek 1933 e vevas en harlu e Pariz, e-lec’h ma varvas en dienez. Savet eo e romant war un elfenn a oa bepred en e vuhez personel : an hubris, hag an dalc’husted dic’hlan da dennañ an den eus e stad modest, zoken a-gostez ar gaou.

Skrivet gant Joseph Roth
Embannet gant An Alarc’h e 2024
186 pajenn

Levr miz Genver 2025

Ma zammig seizenn ruz – P.Hervio – Al Liamm

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !