“Koktel ar vuhez” – Jil Pennec
Bep Lun kentañ ar miz en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien a-vihanik pe get, tud troet kentoc'h gant ar yezh pobl ha re all kentoc'h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.
Perzh dibar an torkad danevelloù-buhez-mañ eo al liamm start bet itriket gant Jil Penneg evit kontañ buhez tud ordinal o vevañ e Breizh hiziv an deiz. Ur peur bennak en em gavo Yann-Bêr, Bénédicte, Anna, Natalia, Kevin, Youenn, Siril… Tudennoù disheñvel-mat an holl anezho, war memes roudenn digor frank war ar bed pe war memes skoasell enk e turmud ar vuhez. Dibaboù luziet a rankint ober a-wechoù. Lod a ouezo ren o buhez laouen ha disoursi, lod all avat ne rint ket.
Diwar e ijin puilh hag e faltazi e oar Jil Penneg reiñ un tañva eus liesseurted ha pinvidigezh an darempredoù kreñv ha bresk skoulmet gant e dudennoù, amañ er vro.
Koktel ar vuhez
Jil Pennec
Danvez : Danevelloù
Niver a bajennoù : 146
Degemeret e vo ar skrivagner e ti Skol an Emsav.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !