Mall achap! ha danevelloù all
Bep Lun kentañ ar miz en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien a-vihanik pe get, tud troet kentoc'h gant ar yezh pobl ha re all kentoc'h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.
An dek danevell a ya d’ober an dastumad-mañ a zo bet urzhiet diouzh red an amzer eus ar VIvet kantved betek hor c’hantved-ni. Drezo e c’hellot beajiñ en istor Bro-Leon ha Brest. Savet int evel teulfilmoù hag a ro tro da zaremprediñ sant Houarnev alias sant Herve pe Salaun ar Foll er Grennamzer, koulz hag harozed an emsav micherour e Brest-ar-gêr-ruz e deroù an XXvet kantved. Un danevell a ra anv eus prantad kentañ an Adsavadur e Brest, pa oa rivinet kêr ha p’edo an dud o chom e barakennoù.
Meneg a zo ivez eus troioù espar c’hoarvezet en hor mare, gant darvoudoù dreistordinal hag a zifluk er vuhez pemdeziek, un doare dezrevell pleustret c’hoazh gant an aozer en e zastumad kentañ, “Koroll an dasorc’h”.
Mall achap ! ha danevelloù all – Fulup Lannuzel
Danvez : Danevelloù
Niver a bajennoù : 218
Pedet e vo ar skrivagner Fulup Lannuzel.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !