Manifestadeg e Roazhon
Gouel

Manifestadeg e Roazhon

Deuit da vanifestiñ evit ar yezh hag ar sevenadur !

Manifestadeg e Roazhon

Deiziadoù hag eurioù

D’ar Sadorn 17 a viz Mae 2025 da 2e00 gm

Lec'h

Plasenn Charles De Gaulle
35000 Roazhon

Manifestadeg

Emgav d’ar Sadorn 17 a viz Mae 2025 e Roazhon : loc’hañ a raio ar vanifestadeg da 2e goude-merenn eus plasenn Charlez ar Gall (Liberté)

Deuit niverus evit stourm evit yezhoù Breizh hag ar sevenadur !

En arvar emañ bed sevenadurel Breizh hag e gevredigezhioù !

An enklask sokio-yezhoniel nevez kaset da benn gant TMO ha Rannvro Breizh a ziskouez un digresk bras en niver a vrezhonegerien hag a c’hallaouegerien e Breizh. E-korf 6 vloaz eo bet kollet an hanter eus ar vrezhonegerien (da lâret eo ne chom ken nemet 107.000 brezhoneger hiziv-an-deiz) ha kollet un drederenn eus ar c’hallaouegerien (132.000 a chom).

En arvar emañ rouedad Diwan, n’eo ket skoazellet a-walc’h ar c’helenn divyezhek evit stummañ brezhonegerien nevez, kreizennoù stummañ war ar brezhoneg a zo o stourm evit kempouezañ o budjedoù, Lakaet diaes eo an holl aozadurioù a labour evit yezhoù Breizh gant an arc’hant.

Skoazell Rannvro Breizh n’eo ket a-walc’h a-benn cheñch penn d’ar vazh. Ne vez ket doujet ouzh an divizoù bet lakaet er raktresoù hag en emglevioù liesseurt, gant ar Stad da gentañ-penn. N’eus ket amzer da goll koulskoude, hag ezhomm bras zo eus ur gwir strategiezh hollek, gant palioù uhel, evit treuzkas ha padout, war hir dermen, kement-mañ evit saveteiñ hor yezhoù.

Lakaet omp diaes ivez abalamour d’an diviz graet gant ar Stad da strishaat an holl vudjedoù ha da lakaat ar bec’h war ar strollegezhioù lec’hel a rank dibab etre renkañ ar c’hudennoù sokial ha souten ar sevenadur — pa vez an eil stag diouzh egile koulskoude. En arvar bras omp-holl lakaet.

Sevenadur Breizh, hag a vez folklorizet ken alies gant ar galloud foran, a vev a-drugarez d’ar c’hevredigezhioù. Ni a gas war-raok ar gefridi da zifenn hor sevenadur hag hor yezhoù dirak mankoù ar galloud foran, o c’hoari roll ar servij publik peurliesañ.
N’houlomp ket gouzañv ar politikerezhioù hag ar budjedoù strishoc’h-strishañ. N’hall ket ar skoazelloù digreskiñ c’hoazh. Er c’hontrol e tlefent heuliañ ar c’hresk zo war hor c’hargoù da vihanañ.
Implijidi ar c’hevredigezhioù a vez paket da gentañ gant ar politikerezhioù strishaat-se. N’omp ket evit kas war-raok goproù izel hol labourerien. Derc’hel d’ar postoù-labour zo start ivez.

Poent eo reiñ mouezh d’hor goulennoù, en em vodañ evit hor sevenadur hag hor yezhoù ha lakaat gwask war galloud foran. Anez-se ne vimp ket klevet ken hep dale, moarvat. Sevenadur ar bobl eo Breizh, ur bobl digor ha startijenn ganti. Bev-birvidik eo yezhoù Breizh. Ha stourm a raimp evit ma pado e-giz-se.

Gervel a reomp neuze luskad kevredigezhel Bro-Roazhon da gemer perzh er vanifestadeg aozet d’ar Sadorn 17 a viz Mae 2025, e Roazhon, gant ar pal difenn sevenadur Breizh ha yezhoù Breizh.

Emgav da 2e goude-merenn war blasenn Charlez Ar Gall evit hor yezhoù hag hor sevenadur.

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !