Gweladenn heñchet
Marelladurioù Odorico e Roazhon
Gweladenn heñchet e brezhoneg gant Séverine Even, heñcherez a-vicher. 20 den d'ar muiañ.
Digoret e oa bet an embregerezh Odorico e 1882 e Roazhon gant rummad kentañ ar familh deuet eus Bro Italia. Daou rummad marelladurerien a lakao e Breizh – ha pelloc’h – kantadoù a ginkladurioù. Kavout a reer kalz skouerioù heverk eus labour ar re Odorico e Kreiz-kêr Roazhon. Evit ar re a fello dezho e tebrimp pe evimp un dra bennak e ti bet an eil rummad a zo deuet da vezañ ti-krampouezh Bretone (Diwallit: n’eo ket komprenet priz ar grampouzhenn e-barzh priz ar weladenn).
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !