Gweladenn heñchet
Mervel, pebezh avañtur !
Gweladenn heñchet e brezhoneg gant Paskal nignol e Mirdi Breizh d'ar Sadorn 25 a viz mae da 4e00 goude-merenn. Digoust evit izili Skol an Emsav.
Ha ni kredennourien pe dizoueidi e rankomp talañ ouzh dibaboù dislavarus pa ‘z a un den karet d’an Anaon : ankouaat met ket re, kenderc’hel gant hon hent, un draig bennak ouzhpenn ennomp hag un draig bennak nebeutoc’h ivez. An amzer, hor c’hredennoù, hon tud-nes a sikouro ac’hanomp evit un darn da ziskoulmañ ar gudenn-se.
Gweladenn heñchet e brezhoneg kinniget gant Paskal Nignol, hanterer sevenadurel Mirdi Breizh.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !