Open the border
Sinema

Open the border

Teulfilm e brezhoneg hag e saozneg, istitlet e galleg. Sevenet gant Mikaël Baudu. Padelezh : 0e52.

Open the border

Deiziadoù hag eurioù

D’al Lun 20 a viz C’hwevrer 2023 da 8e15 gm

Lec'h

Sinema an Arvor
11, straed Châtillon
35000 ROAZHON

Prizioù

6 € evit izili Skol an Emsav
Priz boaz ar sinema Arvor

Miz C’hwevrer 2016. Evit an dekvet gwech e klask Saif, Seve ha Tarik treuziñ Mor Ege. Ar wech-mañ e vo an hini mat. Ur sizhun goude e tegouezhont en Idomeni war an harzoù etre Bro-C’hres ha Makedonia. E-pad mizioù e rankint bevañ  er stuz diasur-se kalonekaet gant ur youl dir : tremen en tu-hont d’an harzoù.  Aze ‘mañ e-tal kichen a-dreñv renkennadoù orjal dreinek.
Gwelet o deus ar Yezidied yaouank o buhez cheñch penn da benn pa voe taget o c’hêriadenn gant Daesh e miz Eost 2014. N’o deus mui nemet ur pal abaoe : mont da gaout Bro-Alamagn evit kregiñ eno gant ur vuhez nevez, pell diouzh lec’hioù al lazhadeg he deus skoet o fobl, o c’herent, o mignoned. Ha treiñ a ray o huñvre europat da wir tra m’emañ ar Stadoù o klozañ o harzoù ?

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !