Pirc’hirin ar menez
Bep Lun kentañ ar miz en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien a-vihanik pe get, tud troet kentoc'h gant ar yezh pobl ha re all kentoc'h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.
Evit kregiñ gant ar bloavezh 2023 en em gavo izili Lenn a-stroll da lakaat ar gaoz war ur romant berr eus Island.
Sed a soñje ar mesaer Benedikt, ar benndudenn, en ur vont etrezek ar menezioù goloet a erc’h, e skleur al loar hag ar stered. Skoazellet gant e gi Leó hag e dour Roc’h, ez a bep bloaz, da vare an azvent, da glask an deñved chomet war-lerc’h er menezioù, p’eo bet dastumet an tropelloù, en diskar-amzer. Ar romant a zo danevell ar c’hlask-se.
Evel ur varzhoneg hollgaer eo an oberenn a-bezh, a lak levenez da ziwanañ e kalon al lenner.
Pirc’hirin ar menez
Gunnar Gunnarsson
Embannet gant Aber (2022)
Rummad : romant lakaet e brezhoneg gant Pierrette Kermoal.
Niver a bajennoù : 78
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !