Plogoff 1980
Film advouezhet e brezhoneg gant Dizale. Sevenet gant Nikolaz Gwilhoù (2023). 1e38. A-gevret gant Dizale ha Sinema an Arvor.
Ur greizenn nukleel a zo laket da vezañ savet en he c’homun. Diwar-se e ra Chann he soñj da begañ er stourm da reiñ lamm d’ar raktres-se a c’hallfe skarzhañ he re diwar o douaroù. E-pad ar sizhunioù enklask foran emañ-hi o vont d’ober bec’h asambles gant he amezeien, he mignoned. Bez e yelo ar maout ganto pe ne yelo ket ? C’hwec’h sizhunvezh poanioù ha joaioù, taerijenn ha teneredigezh a zeuio da vezañ un testeni da viken eus ur stourm en istor. Ur film savet diwar darvoudoù Plogoñv e 1980.
Kejadenn hag eskemm gant :
- Nikolaz Gwilhoù – sevener
- Eric Simonin – aktour
- Brieg Guerveno – aktour
- Samuel Julien – rener Dizale
Deuit niverus !
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !