Lenn a-stroll

Pri touseg – Malo Bouëssel

Un emgav bep Lun kentañ ar miz evit komz asambles diwar-benn ul levr dibabet ar miz a-raok.

Deiziadoù hag eurioù

D’al Lun 8 a viz Kerzu 2025 da 8e00 gm

Lec'h

Skol an Emsav
8, trolec'h Sant-Albin
35000 Roazhon

Diwar-benn al levr

Da vont da-heul krennarded ha tud boutin omp pedet gant Malo Bouëssel du Bourg.

An tudennoù a zo par d’hoc’h ame­zeien, mignoned, bugale ; frioù-fur a bep liv, a bep oad anezhe hag a-wechoù ez eus un elfenn dister, un netraig hag a laka kement tra da vont a-dreuz pe da vont gant un hent dic’hortoz.

Pep hini a gont e drubuilhoù, plijadurioù, taolioù-kaer gant from, fulor, dipit pe spi.

Karantez, kejadennoù, preder temzet gant fent ha goaperezh a zeu da voueta an daouzek danevell-mañ.

Gant Malo Bouëssel
Embannet gant Al Liamm
142 pajenn

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !