Tan ha Distan – Paol ar Meur
Un emgav bep Lun kentañ ar miz evit komz asambles diwar-benn ul levr dibabet ar miz a-raok.

Diwar-benn al levr
Embannet e oa bet Tan ha Distan gant Mouladurioù hor yezh e 2024.
Dispourbellañ a reas daoulagad ar maltouter moal pa zigoras paseporzh Gwenola en aerborzh Pariz. Klevet en doa daou zen yaouank o vrezhonegañ pa oant o c’hortoz o zro dirak e logell. O yezh a zegase soñj dezhañ eus an hini bet klevet gant tud kar war ar maez e bro orin e vamm pa veze o tremen vakañsoù hañv eno. An anv O’Kelly skrivet war paseporzh ar plac’h yaouank ne oa ket unan eus ar c’hornad-se koulskoude : Tom-Island, Alaska. Biskoazh n’en doa klevet anv eus an tamm douar-se.
Gant Paol ar Meur
Embannet gant Mouladurioù hor yezh
180 pajenn
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !