The Runway
Film e brezhoneg istitlet e galleg. Sevenet gant Ian Power (2010). 1e36mn. A-gevret gant Dizale ha Sinema an Arvor.
Diazezet war un istor gwir, e konto ar film-mañ istor Ernesto, bleiner ur c’harr-nij a vro gKolombi, rediet da lakaat e garr-nij da bradañ e-kichen ur barrez vihan a vro-Iwerzhon. Dre ma ne gomz ket Ernesto saozneg e skoulmo hemañ darempredoù a vignoniezh gant Pablo, ur paotrig nav bloaz kozh hag an den nemetañ gouest da gomz spagnoleg. Tennañ a raio Pablo gounid deus istor kevrinus Ernesto evit sevel mojennoù diwar e benn hag, en ur ober e mod-se, e kendrec’ho tud ar gêriadenn da reiñ o sikour dezho. Erru a raio un enklasker a vro-gKolombi avat, prest da ziskuliañ sekredoù diwar-benn ar bleiner. Piv krediñ ?
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !