Toull Kerliv – Charli Grall
Lenn a-stroll

Toull Kerliv – Charli Grall

Un emgav bep Lun kentañ ar miz evit komz asambles diwar-benn ul levr dibabet ar miz a-raok.

Toull Kerliv – Charli Grall

Deiziadoù hag eurioù

D’al Lun 3 a viz Du 2025 da 8e00 gm

Lec'h

Skol an Emsav
8, trolec'h Sant-Albin
35000 Roazhon

Diwar-benn al levr

Ur c’horf marv a zo bet kavet e dour mengleuz Toull Kerliv. Hini un den bet en FLB gwechall hag aet da genlabourat gant ar polis gall goude.

Da heul eo harzet ar Breton ha toullbac’het e Fresnes. Aterset start e vo gant ar Varnerez a zo mennet da lakaat ar muntr war e chouk. En abadennoù goulennata-se div ideologiezh, div identelezh enebet an eil ouzh eben, daou nerzh tal-ouzh-tal, youl un hinienn ouzh galloud ur gwikefre Stad.

Evit pellaat diouzh endro e garc’har e talc’h ar prizoniad politikel breizhat da skrivañ lizhiri dre guzh d’e vuiañ-karet, Anna.

Gant Charli Grall
Embannet gant Al Lanv
130 pajenn

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !