Treuzkas brezhoneg er familhoù
Katell Chantreau a zisplego disoc'h hec'h enklask war an treuzkas brezhoneg er familhoù hag a roio ar gaoz d'ar selaouerien kement hag eskemm alioù fur.
Prezegenn e brezhoneg. (Displeget e vo ar memes abadenn e galleg da 2e30 goude-merenn)
Penaos ‘mañ kont gant implij ar brezhoneg er gêr gant ar gerent vrezhonek ? Kant bro kant giz kant hiviz : da beb tad ha mamm o doare da verañ an afer-se. Ar choazoù yezh, evel un toullad choazoù all, ne deuont ket deus forzh pelec’h ‘vat, na deus youl an den e-unan hepken. Ur bern traoù a vez levezonet gante choazoù ar gerent : an oad hag ar mod m’eo bet desket brezhoneg, an dalvoudegezh bet roet d’ar yezh en istor personel, ar santimant barregezh war ar brezhoneg, ar jener, ar pried, ar vugale, ar rouedad skoazell, ha me oar. Pouezus eo bezañ emskiant eus an elfennoù-se evit ijinañ doareoù da souten an tadoù hag ar mammoù zo en em lañset b’an treuzkas brezhoneg d’o bugale.
Katell Chantreau e oa bet soutenet ganti un dezenn doktorelezh war an treuzkas brezhoneg er familhoù e 2022 : treuzkas.net
Aozet gant Skol an Emsav ha DivYezh Roazhon.
Kasit ho pugale ganeoc’h, graet e vo war o zro e-keit ha ma voc’h o selaou ar brezegenn.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !