Va zammig seizenn ruz – Pascal Hervio
Un emgav bep Lun kentañ ar miz evit komz asambles diwar-benn ul levr dibabet ar miz a-raok.
Diwar-benn al levr
Planedenn Lazar Kerajo, lesanvet Neudig, a oa tonket da vezañ unan kriz ha garv, hag eñ o vevañ e-touez ar gakouzien, gwallgaset gant ar braz eus an dud tro ar bloavezhioù 1750. Er vizer hag en dienez emañ o vevañ betek ar mare ma tiviz tec’hout kuit war-zu ar gêr vras: kêr Vrest.
Kordenner ampart eo ha labourat er Gordennerezh Roueel eo e bal. Kejañ a raio gant tud a bep seurt: forsaled galeoù Brest, bugale en argoll eveltañ ha Jani, ar plac’hig a vo piket e galon ganti.
Neudig, ur c’hrouadur youlek ha speredek, a ranko stourm war un dro ouzh e donkad hag ouzh ar c’hleñved-red bras a voe un drast evit pobl Vreizh.
Skrivet gant Pascal Hervio
Embannet gant Al Liamm
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !