

Div Yezh Roazhon a aozañ Gouel an Nevezamer evit an eil bloavezh war-lec’h.
Emgav d’ar Sul 2 a viz Ebrel etre 2e30 ha 6e goude merenn e sal ar Jeu de Paume e Roazhon. Digoust evit an holl !
Abadennoù war sevenadur Breizh a vo kinnget e a-hed an abardaez evit ar re vras hag a re vunut !
Skol an Emsav a gemero perzh d’ar bodadeg ha graet e vo kentelioù tañva brezhoneg. Na chomit ket etre daou ha deuit e darempred ganeomp : laouen e vimp da respont d’ho koulennoù !
Ar program :
- Un tañva eus dañsoù Breizh gant Kelc’h Keltiek Roazhon
- Kentelioù tañva gallaoueg gant Bertègn Galèzz
- Kentelioù tañva brezhoneg gant Skol an Emsav
- Un abadenn gouren gant Skol Gouren Roazhon
- Stal levrioù gant Encre de Bretagne
- Stal CD ha vinil gant Glenn
- Diskouezateg “Kanañ er Skol” gant TES-Canope (digor etre an 30 a viz Meurzh hag an 13 a viz Ebrel 2023)
- C’hoarioù hengonel
- Boued war al lec’h
Skrivet gant Skol an Emsav
Embannet d'ar/d'an
Sellet ivez ouzh
Keleier

Mizvezh ar brezhoneg
Kroget eo prantad nevez Mizvezh ar brezhoneg ! Kavit hon darvourdoù amañ dindan ha war paperoù nij savet gant Skeudenn Bro Roazhon.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !