Un atalier advouezhiañ da lidañ Valerian ha Laureline
Sinema

Un atalier advouezhiañ da lidañ Valerian ha Laureline

Valerian ha Laureline : ar film diwezhañ lakaet e brezhoneg gant Dizale zo bet skignet er sinema d’al Lun 13 a viz Meurzh en Arvor e Roazhon. Un atalier advouezhiañ zo bet kinniget gant ar gevredigezh a-raok an abadenn.

Skignañ
atelier doublage breton dizale arvor rennes

An atalier advouezhiañ gant Tangi Daniel

Dispaket e oa bet studio Dizale en Arvor d’al Lun 13 a viz Meurzh da ginnig un abadenn advouezhiañ e brezhoneg digoust ha digor d’an holl.

Tangi Daniel, komedian, a oa war al lec’h da vuheziñ an abadenn, displegañ ar vicher ha respont d’ar goulennoù. Petra zo gwelloc’h eget pleustriñ gant ar c’homedian en deus roet e vouezh da dTerminator ?

Pep hini d’e dro pe daou-ha-daou e oa bet advouezhiet gant ar berzhidi un aktour pe un dudenn eus un dresadenn-vev. Tro-dro dek den o doa kemeret perzh, ul lod anezho kurius da c’houzout hiroc’h war mont-en-dro an advouezhiañ pe dedennet gant ar vicher.

Bannañ Valerian ha Laureline

War-lerc’h an atalier e oa bet skignet film Luc Besson, Valerian ha Laureline, embannet e 2017 hag advouezhiet e brezhoneg gant Dizale er bloaz-mañ.

Goude ur bloavezh o varc’hata gant ar broduerien – unan eus ar filmoù kerañ en istor ar sinema gall – eo deuet Dizale a-benn da brenañ ar gwirioù, da advouezhiañ ha skignañ anezhañ.

Evit ar wech kentañ e oa skignet ar film dirak ar publik, d’al Lun 13 a viz Meurzh 2023, e Roazhon hag e Gwened. N’eo ket echu an droiad war ar skrammoù bras evit Valerian ha Laureline, avat : abadennoù all a vo e Breizh.

arvor cycle filmoù cinéma en breton dizale skol an emsav valerian ha laureline
atelier doublage en breton cinéma arvor dizale cycle filmoù mois du breton

War Radio Naoned

Morgan Cotten, kelaouennerez eus Radio Naoned, a oa war al lec’h evit atersiñ Samuel Julien, rener Dizale, hag ar vrezhonegerien o deus kemeret perzh en atalier. Gallout a rit selaou ouzh podcast Tarzh an Noz war lec’hienn Radio Naoned pe war-eeun amañ dindan.


Abadenn da zont : Marc’h al lorc’h, gant Claude Chabrol, d’al Lun 15 a viz Mae da 8e15 noz.

Skrivet gant Skol an Emsav
Embannet d'ar/d'an

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !