Kinnig-labour / Stummer.ez – Sant-Ervlan (44)
Labourat e brezhoneg

Kinnig-labour / Stummer.ez – Sant-Ervlan (44)

Skignañ

Post-labour : Stummer.ez war ar brezhoneg
Emglev a-stroll ar stummañ : pazenn 10
Amzer-labour : leun-amzer
Kevrat : CDD 12 miz
Lec’h labour : post diazezet e kreizenn Skol an Emsav, 12 bali an Añjevigner, 44800 Sant-Ervlan
Deiziad kregiñ : d’al Lun 24 a viz Eost 2026

Aozioù labour :

  • Kentelioù e-pad an deiz & kentelioù d’abardaez-noz
  • Kentelioù e Naoned & Roazhon (e-pad ar prantad-ambroug)
  • Kentelioù stummadurioù 6 ha 3 miz, war al lec’h

Barregezhioù goulennet :

  • Live brezhoneg uhel dre-gomz ha dre-skrid : C1 – live 5 pe Aotreegezh war ar brezhoneg
  • Diplom pe skiant-prenet war ar c’helenn hag ar bedagogiezh
  • Bezañ gouest da verañ e amzer-labour (kelenn er c’hlas, enklask/prientiñ kentelioù, kefridioù all a denn da vont-en-dro ar greizenn stummañ)

Barregezhioù deuet mat :

  • Anavezout bed ha mont-en-dro ar stummañ evit an dud deuet
  • Anavezout an hentennoù da gelenn brezhoneg ha da luskañ ur gentel hiziv-an-deiz
  • Bezañ gouest d’ober gant doareoù ha teknikoù-kelenn a-bell
  • Aotre-bleniañ B

Doare den :

  • En e vleud gant ur strollad tud deuet
  • Entanet gant ar c’helenn da dud a bep seurt buhezioù, raktresoù ha hentoù-micher dezhe
  • Dedennet gant teknikoù pedagogel liesseurt (o deskiñ, o rannañ gant ar geneiled)
  • Gouest da labourat en ur mod emren koulz hag a-stroll
  • Spered-krouiñ ha nerzh-kinnig

Ur stummadur a vo kinniget e diabarzh ar greizenn. Ouzhpenn-se e vo harpet hag ambrouget ar stummer nevez gant ar skipailh.

Lizher emginnig + CV da gas da morwena.audic [at] skolanemsav.bzh a-benn ar Yaou 9 a viz Gouere 2026.

Emgavioù tuta d’ar Merc’her 15 ha Yaou 16 a viz Gouere 2026.

Skrivet gant Skol an Emsav
Embannet d'ar/d'an
Sellet ivez ouzh

Labourat e brezhoneg

Forom ar micherioù hag ar stummadurioù

12vet abadenn Forom ar Micherioù hag ar Stummadurioù kenaozet gant Stumdi ha Skol an Emsav. D’ar Yaou 6 a viz Meurzh etre 11e00 ha 5e00 gm e Plañvour (Kreizenn Amzer…

Lenn ar pennad

Stummer.ez – Kentelioù sizhuniek ENLINENN

Ur post-labour darn-amzer zo da bourveziñ ar c’hentañ ar gwellañ !

Lenn ar pennad

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !