UN DARVOUD EVIT 100 BLOAZ KAZETENN GWALARN
Conférence

UN DARVOUD EVIT 100 BLOAZ KAZETENN GWALARN

Skignañ

D’AN 12 HA D’AN 13 A VIZ DU 2025

D’an 12 a viz Du da 7e e Ouest France kreiz kêr (Darvoud e Galleg)

D’an 13 a viz Du da 6e e Skol an Emsav (Darvoud e Brezhoneg)

Meur a romant en deus skrivet Fulup Lannuzel dija.

Dont a raio da ginnig e zastumad diwezhañ deomp : Gwalarn 100 vloaz : Danevelloù – Nouvelles. Setu un dastumad danevelloù a oa bet embannet er gelaouenn lennegel Gwalarn etre 1927 ha 1944. Dibabet ha troet int bet e galleg gant Fulup Lannuzel ha Kristian Braz. Divyezhek al levr ha setu ma c’hello ar vrezhonegerien kenkoulz hag an dud divrezhoneg dizoleiñ pegen modern eo al lennegezh a oa bet savet er gelaouenn Gwalarn. Kinnig al levr-mañ a vo un digarez ivez evit lakaat Gwalarn war wel en istor hol lennegezh gant daou arbennigour deus al luskad lennegel. 

Bernez Rouz, kazetenner ha skrivagner, embannet gantañ an dastumad E koun Youenn Drezen gant Al Lanv ha Le trésor du breton écrit gant Éditions des Montagnes noires. Gant Bernez Rouz eo bet savet diskouezadeg 100 vloaz Gwalarn a zo dispak e Begerel er mare-mañ. 

Cédric Choplin zo mestr-prezegenner er gevrenn Brezhoneg & Keltieg e Skol-veur Roazhon 2. An antologiezh Littérature en langue bretonne zo bet aozet gantañ hag embannet gant Éditions des Montagnes noires ivez. 

Emgav d’ar Yaou 13 a viz Du da 6 eur d’abardaez e ti Skol an Emsav evit un eskemm e brezhoneg gant Bernez Rouz, Cédric Choplin ha Fulup Lannuzel.

Skrivet gant Skol an Emsav
Embannet d'ar/d'an

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !