Bremañ n°451 : 1925-2025, 100 vloaz Gwalarn
Gwalarn 2025 : un hêrezh vev bepred A-hed ar bloaz 2025 ez eus bet aozet abadennoù diseurt evit lidañ kant vloaz Gwalarn. Setu ur gelaouenn hag ul luskad lennegel ez omp bugale dezho. Paneveto ne vije ket bet digoret hon daoulagad war ar bed a-bezh. Kavet e vo en teuliad-mañ un nebeud skouerioù eus an oberoù kaset da benn da-geñver an deiz-ha-bloaz-se. Da gentañ e tegas Bernez Rouz da soñj eus an dispac’h speredel ez eo bet ar gelaouenn, pa bellae da vat diouzh ar rannvroelouriezh. Digeriñ a rae prenestrer ar brezhoneg war lennegezh ar bed. Fulup Lannuzel a zispleg deomp ar raktres antologiezh danevelloù divyezhek eus mare Gwalarn. Ar pal eo reiñ da dañva d’an holl, e brezhoneg hag e galleg, un nebeud danevelloù skouer eus ar mare. Kaset eo bet da benn gant skrivagnerien a-vremañ bodet er gevredigezh SKRIV !. Samuel Julien, diouzh e du, en deus aterset Remi Leroux a-zivout al liammoù a grouas Gwalarn gant luskadoù all eus Europa. Anton Burel a ro un alberz eus an darvoudoù diseurt aozet e Breizh da-geñver an diskouezadeg hag eus ersavioù an dud. Erfin e ra anv Samuel Julien eus gwerzh oberennoù arz krouet gant luskad ar Seiz Breur, breur gevell Gwalarn war dachenn an arzoù-kaer. Bev eo c’hoazh enta al lusk digoret e 1925 gant Gwalarn. Hetomp evelkent e ve broudet ar re yaouank, beuzet re alies e mor ar skeudennoù, da bakañ krog a-zevri er bod-tan enaouet gant hon diagentidi.
In stock
Teuliad : 1925-2025, 100 vloaz Gwalarn
- Tennañ kentel evit ijinañ ul lennegezh nevez : Gwalarn 100 vloaz war-lerc’h
- Sevel un antologiezh divyezhek eus danevelloù Gwalarn : pennad-kaoz gant Fulup Lannuzel
- Gwalarn hag ar paradoks etrevroadel
- 2025, ur bloavezh evit lidañ 100 vloaz Gwalarn
- Eus avel Gwalarn d’ar seizh avel
Breizh a-vremañ :
- Avanturioù Tintin da lenn ha da sellet outo
Sevenadur, dudi, sportoù :
- Ar c’hoefoù, diskulierien ar gevredigezh
- Ronan al Louarn, ur vuhez a stourm evit pobl Kurdistan
- Ha dido’ ‘vo Tito eus e di ?
- Keoded uhelañ ar bed
- Aner eo !
- Kreñvoc’h eget Simone de Beauvoir
- Karned beaj : ti-rakou ha meurlarjez
- Kronikennoù Lenn gant Tangi Legavre
- Rekipeoù : spilhenn yar farset mod “Cordon bleu” ha bolennad frouezh fresk an hañv gant laezh goell