Diskouezit hoc’h arz e Skol an Emsav !

Skignañ

Selaouit ‘ta, arzourien ger,

Stajidi a-vremañ pe stajidi bet, skolidi ar c’hentelioù, skipailh a-youl vat pe mignoned Skol an Emsav : poent eo diskouez hoc’h arz e ti-Skol an Emsav e-kreiz Mizvezh ar Brezhoneg !

Luc’hskeudennoù, tresadennoù, livadurioù, diskouezit dimp ho lec’hioù muiañ-karet e Breizh (pe e-maez eus Breizh, ne vimp ket chalet !).

Ma fell deoc’h kemer perzh, trugarez da leuniañ ar furmskrid amañ-dindan a-raok an 28/02/26 ha degasit hoc’h oberennoù da Skol an Emsav a-raok an 30/02/26.

An diskouezadeg a vo skritellet etre ar 1añ hag an 31 a viz Meurzh. Digor d’an holl ha digoust ! Emgav d’an 13/03/26 adalek 6e noz evit dizoleiñ ho labour en ur evañ banneoù asambles e-pad Tavarn Vrezhoneg SAE ! Prantadoù a bep seurt a vo kinniget ivez e-pad an nozvezh-mañ.

Kemer perzh en diskouezadeg

Anv(Required)
Chomlec'h postel(Required)
Oberennoù kinniget ganeoc'h(Required)
Aotreoù(Required)

Da ouzhpennañ en deskrivadur: 
Trugarez da gas ho respont a-raok an 28/02/26 ha degas hoc’h oberennoù a-raok an 02/03/26 war brud@skolanemsav.bzh


Teir oberenn d’ar muiañ dre zen.

Gall a rit ouzhpennañ un etikedenn da skritellañ dindan hoc’h oberenn gant an titl, hoc’h anv ha ho rouedadoù sokial.

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !