Emvodoù enlinenn : deskiñ brezhoneg e 6 miz – Genver 2025
Emvodoù kelaouiñ enlinenn evit gouzout hiroc'h diwar-benn ar stummadur 6 miz "Le Tour du Breton en 180 jours". Digor eo an enskrivadurioù evit miz Genver 2025 e Roazhon.
Kinniget ‘vo ar stummadur micherel 6 miz
“Le tour du breton en 180 jours”
Adalek miz Genver 2025 e Roazhon
Graet eo ar stummadur-mañ evit an deraouidi, da lâret eo evit an dud ne ouzont ger brezhoneg ebet. N’eus ket ezhomm gouzout tra ebet war ar yezh. A-benn 6 miz stummañ e voc’h barrek da vrezhonegañ ken aes ha tra !
E-pad an emvodoù kelaouiñ-mañ ‘vo kinniget deoc’h mont en-dro ar stummadur ha penaos ober evit lakaat e anv :
- Penaos lakaat e anv
- Arc’hantaouiñ ar stummadur
- Program hag hentenn
- Mont en-dro ar stummadur (deiziadur, implij amzer, stajoù…)
- Bed al labour ha raktresoù all (postoù labour, familh, kevredigezhioù, sevenadur…)
Digor eo ar stummadur d’an dud dilabour, d’ar c’hopridi ha d’ar gelennerien.
Na chomit ket etre daou m’ho peus goulenn-mañ-goulenn : hor skipailh a responto deoc’h !
EMVODOÙ ENLINENN :
BEP MEURZH DA 12e30
BEP YAOU DA 6e30 gm
War Google Meet*
*ENSKRIVADUR DRE RET dre ar furmskrid evit kaout al liamm Google Meet.
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn hor stummadur, klikit amañ !
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !