Stummadur 3 miz e Roazhon ha Naoned
Emvod kelaouiñ enlinenn d'ar Merc'her 1añ a viz Meurzh : stummadur "Mont pelloc'h ganti". Prantad : miz Meurzh - miz Even 2023. Live rekis : B1. Lakait hoc'h anv diouzhtu !
Skol an Emsav a ginnig deoc’h un emvod kelaouiñ enlinenn evit gouzout hiroc’h diwar hor c’hreizenn-stummañ hag ar stummadur “Mont pelloc’h ganti”.
En Naoned (Sant-Ervlan) hag e Roazhon
Eus ar 27 a viz Meurzh betek an 30 a viz Even 2023
- Stummadur barrekaat war ar brezhoneg.
- 3 mizvezh leun-amzer (35 eurvezh / sizhun).
- Live rekis : B1.
- Arc’hantaouiñ ha skoazellañ posupl gant ar Rannvro (diouzh ho statud).
EVIT GOUZOUT HIROC’H WAR AR STUMMADUR, klikit amañ !
Emvod kelaouiñ enlinenn
D’ar Merc’her 1añ a viz Meurzh da 12e30 (lakait hoc’h anv dre ret)
E-pad an emvod kelaouiñ e vo displeget deoc’h danvez ha palioù ar stummadur koulz hag an doare da sevel ho teuliad enrollañ.
- Hentad enrollañ
- Arc’hantaouiñ ar stummadur
- Programm ha hentennoù pedagogel
- Mont en-dro ar stummadur (deiziadur, implij-amzer…)
- Da betra deskiñ brezhoneg ? Marc’had al labour e brezhoneg, ezhommoù ar c’hevredigezhioù, familh, sevenadur…)
Digor eo ar stummadur d’an dud dilabour, d’an implijidi ha d’ar skolaerien.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !