Stummadur 6 miz war ar brezhoneg e Dinan
Emvod kelaouiñ

Stummadur 6 miz war ar brezhoneg e Dinan

Emvod kelaouiñ d'al Lun 23 a viz Genver 2023 da 8e noz e Skol Diwan Dinan. Lec'h stummañ nevez e Dinan (stummadur dre soubidigezh) adalek miz Gwengolo 2023. Lakait ho anv diouzhtu !

Stummadur 6 miz war ar brezhoneg e Dinan

Deiziadoù hag eurioù

D’al Lun 23 a viz Genver 2023 da 8e00 gm

Lec'h

Skol Diwan Dinan
Kêr Amiral de la Bretonnière

Skol an Emsav a ginnig deoc’h deskiñ brezhoneg e 6 miz e Dinan adalek miz Gwengolo 2023.

N’eus ket ezhomm gouzout tra ebet war ar yezh da gregiñ gant ar stummadur ! A-benn 6 miz stummañ e voc’h barrek da vrezhonegañ ken aes ha tra ! Graet eo ar stummadur-mañ evit an deraouidi, da lâret eo evit an dud ne ouzont ger brezhoneg ebet.

E-pad an emvod kelaouiñ e vo kinniget an doaeroù lieseurt da lakaat e anv ha penoas e vez tremenet ar stummadur :

  • Hentad enrollañ
  • Arc’hantaouiñ ar stummadur
  • Program ha hentenn pedagogel
  • Mont en-dro ar stummadur (deiziadur, implij amzer, stajoù…)
  • Digoradur ha kantabeg (labour, familh, kevredigezhioù, sevenadur…)

Digor e vez a stummadur d’an dud dilabour, d’an implijidi ha d’ar skolaerion.

Lec’h ar stummadur a zo da vezañ resisaet e kêr Dinan.

Mirout e vo ar stummadur ma vo 12 den d’an nebeutañ er strollad.

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !