
SAE er Mikro : Plasenn Santez-Anna ?
E-kreiz o stummadur barekaat war ar brezhoneg “Mont pelloc’h ganti” o deus kemeret perzh stajidi Skol an Emsav en ur raktres radio kinniget gant Radio Naoned. Ar pal ? Ijinañ, skrivañ ha buheziñ un abadenn radio e brezhoneg diwar-benn danvez lieseurt. Skoazellet eo bet ar stajidi gant ar buhezour radio Tangi Poisson a-hed un nebeud sizhunioù.
Atersadennoù, kronikennoù… ul labour interesus-kenañ o deus graet hor stajidi !

Hag evit an eil rann e kaso Simon ha Gael ho tivskouarn war ur blasenn anavezet mat gant ar roazhoniz. Un digarez da gaozeal deus o eñvorennoù, etre glad, sonerezh ha politikerezh.
Plasenn Santez-Anna ? Selaouit ouzh ar podcast war Radio Naoned :
Na zisoñjit ket an abadenn ziwezhañ a vo skignet war-eeun :
- D’ar Meurzh 31 a viez Genver da 7e noz : Gouezele
Blog ar stummadurioù

Kejadenn gant Erwan Hupel
D’ar Merc’her 29 a viz Meurzh 2023. Deuet oa bet Erwan Hupel da ginnig aotregezh skol-veur Roazhon 2 war ar brezhoneg da stajidi ar stummadur uhel.

SAE er Mikro : ar gouzeleg
E-kreiz o stummadur barekaat war ar brezhoneg “Mont pelloc’h ganti” o deus kemeret perzh stajidi Skol an Emsav en ur raktres radio kinniget gant Radio Naoned. Ar pal ? Ijinañ, skrivañ ha…
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !