SAE er mikro : Sist pe champagn ?
E-kreiz o stummadur barekaat war ar brezhoneg “Mont pelloc’h ganti” o deus kemeret perzh stajidi Skol an Emsav en ur raktres radio kinniget gant Radio Naoned. Ar pal ? Ijinañ, skrivañ ha buheziñ un abadenn radio e brezhoneg diwar-benn danvez lieseurt. Skoazellet eo bet ar stajidi gant ar buhezour radio Tangi Poisson a-hed un nebeud sizhunioù.
Atersadennoù, kronikennoù… ul labour interesus-kenañ o deus graet hor stajidi !

Kim ha Fañch, begoù lipous ar strollad, a grog gant an abadenn gentañ diwar-benn an evaj brudetañ e Breizh : ar sistr !
Sistr pe champagn ? Selaouit ouzh o labour frouezhus blaz an aval anezhañ war Radio Naoned :
Na zisoñjit ket an abadennoù a zeu a vo skignet war-eeun :
- D’ar Meurzh 24 a viz Genver da 7e noz : Plasenn Santez-Anne (Roazhon)
- D’ar Meurzh 31 a viez Genver da 7e noz : Gouezeleg
Blog ar stummadurioù
“Tamm ha tamm” – stajidi o teskiñ ar yezh
Tamm ha tamm : hor stajidi o vont war-raok gant ar yezh !
SAE er Mikro – abadenn stajidi Skol an Emsav
E-kreiz o stummadur barekaat “Mont pelloc’h ganti” o deus kemeret perzh stajidi Roazhon, Naoned ha Dinan en ur raktres sevel abadennoù radio e brezhoneg, a-gevred gant Radio Naoned.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !