Kejadenn gant Annie Ebrel
Blog ar stummadurioù

Kejadenn gant Annie Ebrel

D’ar Meurzh 21 a viz C’hwevrer 2023. Deuet eo bet Annie Ebrel da gejañ gant stajidi ar stummadur hir e Skol an Emsav.

Skignañ
Annie Ebrel Skol an Emsav rencontre kejadenn breton bretagne breizh brezhoneg stummadur formation

Kejadennoù gant tud brudet sevenadur Breizh a lak lusk e buhez ar stajidi e stummadurioù micherel. Pouezus-tre eo da Skol an Emsav lakaat ar stajidi da c’houzout perzhioù dibar ar yezh ha dizoleiñ hentadoù liesseurt evit ma vo ledanoc’h o soñj war bed ar brezhoneg.

Degemeret oa bet penn bras ar c’han ha diskan Annie Ebrel gant stajidi ar stummadur 6 miz kroget e miz Genver. Eskemmet o doa ganti diwar-benn he buhez, he micher ha savet o doa o goulennoù dezhi.

War lec’h e oa bet kinniget deoc’h un tañva eus ar c’han ha diskan gant pozioù kentañ ar ganaouenn “An Daou Vreur”. Ur boelladenn bleustrek ha dereat peogwir e vez lakaet an dud da soñjal e frazennoù brezhoneg da vat, da lâret eo brezhoneg ar bobl. Ouzhpenn-se e c’houlenn ar c’han bezañ pizh en e zistagadur.

Écrit par Skol an Emsav
Embannet d'ar/d'an

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !