SAE er Mikro : ar gouzeleg
E-kreiz o stummadur barekaat war ar brezhoneg “Mont pelloc’h ganti” o deus kemeret perzh stajidi Skol an Emsav en ur raktres radio kinniget gant Radio Naoned. Ar pal ? Ijinañ, skrivañ ha buheziñ un abadenn radio e brezhoneg diwar-benn danvez lieseurt. Skoazellet eo bet ar stajidi gant ar buhezour radio Tangi Poisson a-hed un nebeud sizhunioù.
Atersadennoù, kronikennoù… ul labour interesus-kenañ o deus graet hor stajidi !

Hag evit abadenn ziwezhañ SAE er Mikro e lakao Isabelle, Simon ha Bertrand da dreuziñ mor Breizh a-benn gouzout muioc’h diwar-benn ar yezhoù gouzelek.
Un digarez da gaozeal deus istor ha diorren ar yezh ha selou ouzh gouzelegerien ha tud ampart war an tachenn-se.
Ar gouzeleg : Selaouit ouzh ar podcast war Radio Naoned
Blog ar stummadurioù
“Tamm ha tamm” – stajidi o teskiñ ar yezh
Tamm ha tamm : hor stajidi o vont war-raok gant ar yezh !
SAE er Mikro – abadenn stajidi Skol an Emsav
E-kreiz o stummadur barekaat “Mont pelloc’h ganti” o deus kemeret perzh stajidi Roazhon, Naoned ha Dinan en ur raktres sevel abadennoù radio e brezhoneg, a-gevred gant Radio Naoned.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !