Kinnig-labour : Stummer.ez – Sant-Ervlan (44)
Labourat e brezhoneg

Kinnig-labour : Stummer.ez – Sant-Ervlan (44)

Skol an Emsav a zo o klask ur stummer.ez war ar brezhoneg e Sant-Ervlan (44).

Skignañ

Post-labour : Stummer.ez war ar brezhoneg
Emglev a-stroll ar stummañ : pazenn 10 (12,75 € kriz / eurvezh)
Amzer-labour : darn-amzer (21 eurvezh / sizhun)
Kevrat : CDD 6 miz
Lec’h labour : post diazezet e Skol an Emsav – Sant-Ervlan (12 bali / avenue de l’Angevinière, 44800)
Deiziad kregiñ : d’al Lun 28 a viz Eost 2023

Kefridioù :

  • Kelenn brezhoneg da stajidi ar stummadurioù micherel (6 miz, 3 miz)
  • Prientiñ kentelioù, asambles ha gant sikour ar skipailh stummerien

Aozioù labour :

  • Kentelioù e-pad an deiz
  • Kentelioù e Sant-Ervlan
  • Prantadoù-labour e Roazhon a-wezhiadoù (emvodoù, stummadurioù, stajoù…)

Barregezhioù goulennet :

  • Live brezhoneg uhel dre-gomz ha dre-skrid : C1 – live 5 an DBY pe Aotreegezh war ar
    brezhoneg
  • Diplom / Skiant-prenet war ar c’helenn hag ar bedagogiezh
  • Anavezout bed ha mont-en-dro ar stummañ evit an dud deuet
  • Anavezout an hentennoù da gelenn brezhoneg ha da luskañ ur gentel hiziv-an-deiz
  • Bezañ gouest da verañ e amzer-labour (kelenn er c’hlas, enklask/prientiñ kentelioù, kefridioù
    all a denn da vont-en-dro ar greizenn stummañ)
  • Aotre-bleniañ B

Doare den :

  • En e vleud gant ur strollad tud deuet
  • Entanet gant ar c’helenn da dud a bep seurt buhezioù, raktresoù ha hentoù-micher dezhe
  • Plijet o kenlabourat gant e geneiled evit prientiñ ha kas ar c’hentelioù
  • Dedennet gant teknikoù pedagogel liesseurt (o deskiñ, o rannañ gant ar geneiled)
  • Gouest da labourat en ur mod emren koulz hag a-stroll
  • Entanet o teskiñ hag o rannañ e ouiziegezh dalc’hmat
  • Spered krouiñ ha nerzh kinnig

Ur stummadur a vo kinniget e diabarzh ar greizenn, gant kenurzhierezed ar bedagogiezh hag
an hentad stummañ e Roazhon. Ouzhpenn-se e vo harpet hag ambrouget ar stummer nevez
gant ar skipailh.


Lizher emginnig + CV da gas da emmanuelle.siohan@skolanemsav.bzh a-benn al Lun
16 a viz Even 2023.

Skrivet gant Skol an Emsav
Embannet d'ar/d'an
Sellet ivez ouzh

Labourat e brezhoneg

Stummer.ez war ar brezhoneg e Felger

Skol an Emsav a zo o klask ur stummer.ez e Felger.

Lenn ar pennad

Kinnig labour – Kenurzhier.ez an embann

Skol an Emsav a zo o klask ur c’henurzhier e Roazhon.

Lenn ar pennad

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !