Lusket oc’h d’en em reizhañ da vrezhonegañ, war ho plijadur ha kuit da zispign gwenneg ebet.
Donemat deoc’h en hon hentenn deskiñ brezhoneg dre bellgelenn. Gant ar 5 modul war-dro un eurvezh-pad pep hini anezho e c’halloc’h kregiñ da zeskiñ brezhoneg.
Deskomp Brezhoneg zo anezhi un heuliad kentelioù 5 eurvezh. Savet eo ar c’helennadur en doare ma veoc’h gouest da vrezhonegañ bemdez a-walc’h hag e meteier micherel disheñvel.
Gant an heuliad kentelioù-mañ e c’halloc’h deskiñ en em brezantiñ, saludiñ kenseurted, klianted, tud o-unan pe a-stroll e brezhoneg. Ar c’heriaoueg zo ennañ ho po tro d’adkavout war ur vicher bennak.
Sikouret e veoc’h ganti da respont e brezhoneg da c’houlennoù ha neuze da vont e darempred gant brezhonegerien all. Deskiñ a reoc’h ivez penaos degas ur gaoz e brezhoneg ha klozañ anezhi, na pa vefe da geñver ur vodadeg.
A-raok pell e veoc’h souezhet ganeoc’h hoc’h-unan !
Abaoe 2019 o deus boulc’het Skol an Emsav ha Mervent ur c’henlabour gant an National Centre for Learning Welsh a zo anezhi ajañs gouarnamant Kembre emañ an diorren ag ar c’hembraeg hag ar c’helenn anezhañ d’an dud en oad en e he c’harg.
Diwar ar 5 modul zo oc’h ober ar stumm kembraek bet profet deomp gant hor mignoned hag hor mignonezed a Gembre hon eus gallet sevel ar stumm brezhonek.
Faotañ a ra deomp trugarekaat an National Centre for Learning Welsh, gouarnament Kembre, ha Rannvro Breizh
Ha neuze sponsorien deomp :
Kevredigezh
Skoazell ar Redadeg : raktresoù Skol an Emsav
Pep Redadeg a vez un digarez da zastum arc’hant dre ar c’hilometroù gwerzhet. Goude-se e vez rannet ar sammad etre yalc’hadoù da skoazellañ raktresoù evit kas ar brezhoneg war-raok. Skol…
Gouel Breizh 2024
Gouel Breizh – etre an 17 hag ar 26 a viz Mae. Gwelet e vo Skol an Emsav e Roazhon, Bruz ha Dinan.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !