Ar post labour
Anv ar post : Kenurzhier ar c’helaouennoù hag an embannadurioù
Tachenn ar post : Embann
Framm ar post : Leun-amzer
Post diazezet e Roazhon (pell-labour posupl evit ul lodenn eus an amzer)
An implijiad.ez
Emglev a-stroll : IDCC 1516 — Organismes de Formation
Pazenn : 10
Gopr : 2002 € kriz / miz
Ar rann
Anv ar rann : Pol Embann
Niv. a implijidi : 1
Renk an implijad : Dindan atebegezh ar rener
Kefridioù
Kenurzhiañ embann : Bremañ hag #brezhoneg (kelaouennoù daouviziek)
- Kenurzhiañ ha buheziñ ar bodadoù skrivañ
- Aozañ roll danvez pep niverenn
- Aozañ ar reizhañ, maketenniñ, moullañ, skignañ
- Diorren ar rouedad skrivagnerien
- Diorren ar gwerzhañ bruderezh da embann er c’helaouennoù
- Diorren lec’hienn Bremañ hag #brezhoneg
- Merañ ar rolloù koumananterien
Kenurzhiañ an embannadurioù
- Adembann, brudañ ha skignañ an hentenn Oulpan
- Aozañ hag embann an Deiziataer bloaz
- Kas war-raok ar raktresoù embann nevez
Brudañ embannadurioù Skol an Emsav
- Kemer perzh e foromoù/saloñsoù da vrudañ, embannadurioù, stummadurioù hag obererezhioù Skol an Emsav, diouzh an ezhomm. Aozañ ar brudañ war an dachenn.
- Kemer perzh en abadennoù hag emgavioù e-lec’h ma vez engouestlet Skol an Emsav, diouzh an ezhomm
Doare den
Barregezhioù
- Live brezhoneg uhel (Aotreegezh pe C1)
- Anaoudegezh eus chadenn ha micherioù an embann
- Anaoudegezh eus ar meziantoù burev (endro Google), InDesign ha Photoshop
- Anaoudegezh eus WordPress
- Skiant-prenet gant ar rouedadoù sokial
- Skiant-prenet war merañ al lec’hiennoù internet (magañ, skridaozañ…)
Spered & emzalc’h
- Prim oc’h eskemm titouroù ha keleier gant keneiled ar skipailh koulz ha gant kenlabourerien a-bell pe gant aozadurioù all.
- Emren, en h.e v.bleud o labourat e-unan, gant intrudu
- Aozet mat ha pizh gant h.e labour
- Douget da labourat dre ar munud, da beurlipat, gant daoulagad lemm
Pazennoù an tuta
Ezhomm zo : Lizher ha CV e brezhoneg
Da gas da Gwenael Dage, rener Skol an Emsav – gwenael.dage@skolanemsav.bzh
Deiziad termen 15/09/2023
Deiziad kregiñ : Ar c’hentañ ar gwellañ da-heul an tuta
Gouzout hiroc’h gwenael.dage@skolanemsav.bzh, 02 99 38 75 83
Labourat e brezhoneg
Stummer.ez war ar brezhoneg e Felger
Skol an Emsav a zo o klask ur stummer.ez e Felger.
Kinnig-labour / Stummer.ez – Roazhon (35)
Lenn ar pennadGoulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !