Stummer.ez war ar brezhoneg e Felger
Labourat e brezhoneg

Stummer.ez war ar brezhoneg e Felger

Skol an Emsav a zo o klask ur stummer.ez e Felger.

Skignañ

Post-labour : Stummer.ez war ar brezhoneg

Emglev a-stroll ar stummañ : pazenn 10 (13,19 € kriz / eurvezh)

Amzer-labour : darn-amzer (2,25 eurvezh / sizhun)

Kevrat
: CDD miz Here 2023 > Miz Even 2024

Lec’h labour : Skol Diwan Felger

Deiziad kregiñ : ar c’hentañ ar gwellañ

Kefridioù :

  • Kelenn brezhoneg da skolidi ar gentel sizhuniek
  • Prientiñ kentelioù, asambles ha gant sikour ar skipailh stummerien

Aozioù labour :

  • Ur gentel sizhuniek (1e30) e Felger d’ar Yaou da noz evit an deraouidi.
  • Barregezhioù goulennet :
  • Live brezhoneg uhel dre-gomz ha dre-skrid : B2 da vihanañ.
  • Skiant-prenet war ar c’helenn hag ar bedagogiezh (hentennoù, doareoù da luskañ ur gentel…) a vo deuet mat.
  • Aotre-bleniañ B

Doare den :

  • En e vleud gant ur strollad tud deuet
  • Entanet gant ar c’helenn da dud a bep seurt buhezioù, raktresoù ha hentoù-micher dezhe
  • Dedennet gant teknikoù pedagogel liesseurt (o deskiñ, o rannañ gant ar geneiled)
  • Gouest da labourat en ur mod emren koulz hag a-stroll
  • Entanet o teskiñ hag o rannañ e ouiziegezh dalc’hmat
  • Spered krouiñ ha nerzh kinnig

Ur stummadur a vo kinniget gant kenurzhierez ar bedagogiezh e Roazhon. Ouzhpenn-se e vo harpet hag ambrouget ar stummer nevez gant ar skipailh.

Postel + CV da gas d’ar rener dre degemer@skolanemsav.bzh ar c’hentañ ar gwellañ.

Skrivet gant Skol an Emsav
Embannet d'ar/d'an
Sellet ivez ouzh

Labourat e brezhoneg

Kinnig labour – Kenurzhier.ez an embann

Skol an Emsav a zo o klask ur c’henurzhier e Roazhon.

Lenn ar pennad

Kinnig-labour / Stummer.ez – Roazhon (35)

Lenn ar pennad

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !