NEVEZ : Kentelioù noz war ar brezhoneg e Torigneg-Fouilharzh
Keleier

NEVEZ : Kentelioù noz war ar brezhoneg e Torigneg-Fouilharzh

Skignañ

15 den a zo krog gant kentelioù war ar brezhoneg bep Merc’her noz abaoe penn-kentañ miz Here 2026. Kentelioù kentañ er gumun-mañ an hini eo. Liesseurt eo profil an dud a zo o teskiñ : tud yaouank evit al lodenn vrasañ, a-orin eus Breizh-Izel ha Breizh-Uhel, Normandi, Okitania ha Pariz. Un nebeud anezho o doa klevet ar yezh e-kerzh o bugaleaj. An holl o deus c’hoant da vont donnoc’h e sevenadur Breizh. 

“Unan a zo bet o labourat e Bro-Dreger, eme stummer Skol an Emsav, Yann-Luk Coat. Bez edo ezel eus ur skipailh kerzherien e Lannuon hag a gomze brezhoneg kenetrezo e-kerzh o baleadennoù. Un nebeut gerioù en doa paket amañ hag ahont ganto. P’en deus gwelet e vefe aozet kentelioù brezhoneg e Torigneg n’eo ket chomet en entremar.” 

👉 Gouzout hiroc’h evit ar bloaz a zeu : klikañ amañ

📞 Mont e darempred ganeomp :
Niverenn bellgomz : 02 99 38 75 83
Chomlec’h postel : degemer@skolanemsav.bzh

Skrivet gant Skol an Emsav
Embannet d'ar/d'an
Sellet ivez ouzh

Keleier

Degemer mat 2026 ! Bloavezh mat ha degemer mat d’ar stajidi nevez e miz Genver

Lenn ar pennad

Skoazell Pevarlamm : dibabit an hentad A-ZEVRI !

Adalek an distro-skol 2024-2025 e c’hallo an dud a fell dezho heuliañ kentelioù fonnus war ar brezhoneg bezañ skoazellet gant Pevarlamm, skoazell ar Rannvro.

Lenn ar pennad

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !