Degemer mat 2026 ! Bloavezh mat ha degemer mat d’ar stajidi nevez e miz Genver
Keleier

Degemer mat 2026 ! Bloavezh mat ha degemer mat d’ar stajidi nevez e miz Genver

Skignañ

Ur bloavezh nevez a grog gant raktresoù nevez, darempredoù nevez ha traoù nevez da zeskiñ !
Skipailh Skol an Emsav a het deoc’h ur bloavezh mat 2026. Emichañs e vo leun a draoù da zizoleiñ, da eskemm ha da gevrennañ.

Degemer mat d’ar stajidi nevez

E miz Genver eo degemeret stajidi nevez evit kregiñ ar stummadur hir. Ma vez desket brezhoneg ganeoc’h evit ar wech kentañ pe evit adkregiñ gant ar yezh eo pouezus-kenañ ho tibab evit lakaat ar brezhoneg da vezañ bev hiziv.

Deskiñ ur yezh evit an dud gour a c’hallfe bezañ un dibab kreñv ha diaes da gemer met un istor brav eo, sur eo ha n’eo ket marteze. Emaoc’h o vont da gaozeal en ur yezh nevez gant tud nevez evit kreñvaat sevenadur Breizh en ho puhez.

Muioc’h a dud a zibab da zeskiñ ar yezh

N’eo ket marv ar brezhoneg. E-barzh skolioù, kevredigezhioù, embregerezhioù, mediaoù e vez komzet, kelenn, kanet, skrivet ar yezh-mañ. E Skol an Emsav e vez kelenn dre soubidigezh. Desket e vo ar yezh dre gomz gant ar stajidi evit ma chomfe bev c’hoazh.

Tud disheñvel a zibab da zeskiñ e SAE met tout ar stajidi o deus ar memes pal : klask bezañ gouest da gaozeal e brezhoneg gant stummerien hegarat ha broudus.

Un avantur a-stroll

Ar stummadur ne servij ket nemet da zeskiñ ar yezh : krouet e vo ur gumuniezh bev gant ar stajidi hag ar stummerien. A-wechoù e vo graet fazioù met pouezus bras eo kenderc’hel da glask ober asambles.

Skoazellañ a raio ar stajidi Skol an Emsav e-pad tout ar bloavezh gant-se.

Bloavezh mat d’an holl

Bloavezh mat d’ar stajidi nevez e miz Genver 2026 ha degemer mat !
Bloavezh mat d’ar re a chom ganimp ha trugarez vras da heuliañ SAE

Emichañs e vo 2026 ur bloavezh brav deoc’h ha komzet e vo brezhoneg kalz ganeoc’h !

Bloavezh mat d’an holl !

Skrivet gant Skol an Emsav
Embannet d'ar/d'an
Sellet ivez ouzh

Keleier

NEVEZ : Kentelioù noz war ar brezhoneg e Torigneg-Fouilharzh

Lenn ar pennad

Mizvezh ar brezhoneg

Kroget eo prantad nevez Mizvezh ar brezhoneg ! Kavit hon darvourdoù amañ dindan ha war paperoù nij savet gant Skeudenn Bro Roazhon.

Lenn ar pennad

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !