Mizvezh ar brezhoneg
Kroget eo prantad nevez Mizvezh ar brezhoneg ! Kavit hon darvourdoù amañ dindan ha war paperoù nij savet gant Skeudenn Bro Roazhon.
Abadenn familh # 6
D’ar Merc’her 1añ a viz Meurzh
Etre 4e ha 4e45 gm
Skol an Emsav, Roazhon
Enskrivadur dre ret
Evit ar c’henrent hag o pugale etre 0 ha 6 vloaz.
Lenn a-stroll
“Koktel ar vuhez” gant Jil Penneg
D’al Lun 6 a viz Meurzh
8e00 noz
Skol an Emsav, Roazhon
Bep miz en em vod brezhonegerien a bep seurt, a vihanik pe get evit eskemm diwar-benn ul evr zo bet dibabet ha lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.
Ar skrivagner Jil Penneg a gejo gant ar strollad.
Gweladenn heñchet
Maouezed brudet e Roazhon
D’ar Sadorn 11 a viz Meurzh
2e30 gm
Emgav da Skol an Emsav
Enskrivadur dre ret.
Gweladenn heñchet e brezhoneg gant Séverine Even, heñcherez a-vicher. 20 den d’ar muiañ.
Sinema / atalier advouezhiañ
Valerian ha Laureline e kêr ar mil planedenn
Film nevez advouezhiet e brezhoneg gant Dizale ! An atalier advouezhiañ a zo kinniget da lidañ ar film nevez-flamm !
D’al Lun 13 a viz Meurzh
Sinema an Arvor, Roazhon
18e00 noz : Atalier advouezhiañ (enskrivadur dre ret)
20e15 noz : Film
Kinniget e vez brezhoneg bep miz e Skol an Emsav ! Sinema, gweladennoù heñchet, stalioù keginañ… kavit an darvoudoù a zeu war hon deiziataer !
Keleier
Lid embann al levr “Ur vleunienn er skorneg”
Lid embann al levr “Une fleur sur la banquise” (Editions Goater) a oa d’ar Merc’her 19 a viz e tavarn “Origines” e Roazhon. Er memes koulz oa bet lidet ar…
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !