Deskiñ brezhoneg e Dinan
Emvod kelaouiñ d'ar Meurzh 6 a viz Mae da 6e30. Enskrivadurioù digor evit ar stummadur "Le tour du breton en 180 jours" a grogo e miz Gwengolo 2023.
Skol an Emsav a ginnig deoc’h un emvod war al lec’h e Dinan evit ar a fell dezho gouzout hiroc’h diwar-benn hor c’hreizenn hag ar stummadur 6 miz a grogo e miz Gwengolo 2023 e skolaj Les Cordeliers.
→ Eus ar 4 a viz Gwengolo 2023 betek an 20 a viz Meurzh 2024
Le tour du breton en 180 jours. Evit ar re deraouad. Stummadur micherel war an daou lamm e brezhoneg. 6 miz leun amzer (35h / sizhun). Rakrekis ebet. Arc’hantaouiñ ha skoazell an Rannvro posubl. Miuoc’h a ditouroù amañ !
Roll labour an emvod :
- Prezegenn kinniget gant Ofis Publik ar Brezhoneg : Stad marc’had al labour ha postoù-labour e brezhoneg ;
- Kinnig ar stummadur “Le tour du breton en 180 jours” gant Skol an Emsav :
- Hentad enrollañ
- Arc’hantaouiñ ar stummadur
- Program ha hentenn pedagogel
- Mont en-dro ar stummadur
Stummadur digor d’an dud dilabour, d’an implijidi ha d’ar gelenerien.
Kadarnait ho pezañs gant ar furmskrid amañ dirak.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !