Deskiñ brezhoneg e Naoned
Emvod kelaouiñ

Deskiñ brezhoneg e Naoned

Emvod kelaouiñ d'ar Merc'her 17 a viz Mae. Enskrivadurioù digor evit ar stummadur "Le tour du breton en 180 jours" a grogo e miz Gwengolo 2023.

Deskiñ brezhoneg e Naoned

Deiziadoù hag eurioù

D’ar Merc’her 17 a viz Mae 2023 da 6e00 gm

Lec'h

Kreizenn Désiré Colombe - Sal Nathalie Lemel
8 straed Arsène Leloup
44100 NAONED

Prizioù

Digoust

réunion d'information rencontre formation breton apprendre le breton formation professionelle enseignement

Skol an Emsav a ginnig deoc’h un emvod war al lec’h e Naoned (Kreizenn Désiré Colombe) evit ar a fell dezho gouzout hiroc’h diwar-benn hor c’hreizenn hag ar stummadur 6 miz a grogo e miz Gwengolo 2023 e Sant-Ervlan.

→ Eus ar 4 a viz Gwengolo 2023 betek an 20 a viz Meurzh 2024

Le tour du breton en 180 jours. Evit ar re deraouad. Stummadur micherel war an daou lamm e brezhoneg. 6 miz leun amzer (35h / sizhun). Rakrekis ebet. Arc’hantaouiñ ha skoazell an Rannvro posubl. Miuoc’h a ditouroù amañ !

Emvod kelaouiñ war al lec’h

→ d’ar Merc’her 17 a viz Mae 2023 da 6e gm – Sal Nathalie Lemel (Kreizenn Désiré Lacombe, Naoned)

Roll labour an emvod :

  • Prezegenn kinniget gant Ofis Publik ar Brezhoneg : Stad marc’had al labour ha postoù-labour e brezhoneg e Bro-Naoned ;
  • Kinnig ar stummadur “Le tour du breton en 180 jours” gant Skol an Emsav :
    • Hentad enrollañ
    • Arc’hantaouiñ ar stummadur
    • Program ha hentenn pedagogel
    • Mont en-dro ar stummadur
  • Ur prantad eskemm gant hor stajidi ha gant stajidi-bet Skol an Emsav.

Deuet oc’h mat d’an nozvezh eskemm-mañ ! Ken ‘vioc’h gwelet, eta !

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !