Deskiñ brezhoneg e Roazhon – Genver 2024
Emvod kelaouiñ d'arl Lun 6 ha d'ar Yaou 9 a viz Du. Enskrivadurioù digor evit ar stummadur "Le tour du breton en 180 jours" a grogo e miz Genver 2024.
Skol an Emsav a ginnig deoc’h daou emvod enlinenn evit ar a fell dezho gouzout hiroc’h diwar-benn hor c’hreizenn hag ar stummadur 6 miz a grogo e miz Genver 2024 e Roazhon.
→ Eus an 8 a viz Genver 2024 betek an 28 a viz Even 2024
Le tour du breton en 180 jours. Evit ar re deraouad. Stummadur micherel war an daou lamm e brezhoneg. 6 miz leun amzer (35h / sizhun). Rakrekis ebet. Arc’hantaouiñ ha skoazell an Rannvro posubl. Miuoc’h a ditouroù amañ !
Emvod kelaouiñ enlinenn
→ d’al Lun 6 a viz Du 2024 da 12e00
→ d’ar Yaou 9 a viz Du 2024 da 6e00 gm
Roll labour an emvod :
- Kinnig ar stummadur “Le tour du breton en 180 jours” gant Skol an Emsav :
- Hentad enrollañ
- Arc’hantaouiñ ar stummadur
- Program ha hentenn pedagogel
- Mont en-dro ar stummadur
Deuet oc’h mat d’an nozvezh eskemm-mañ ! Ken ‘vioc’h gwelet, eta !
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !