
Stummadur 3 ha 6 miz e Sant-Ervlan
Emvod kelaouiñ d'ar Yaou 2 a viz C'hwevrer e Naoned (Sant-Ervlan) hag enlinenn. Enrolladur digor evit ar stummadur "Mont pelloc'h ganti". Prandad da zont : 27 a viz Meurzh - 30 a viz Even 2023. Enrolladur digor evit ar stummadur "Le tour du breton en 180 jours. Prantad : miz Gwengolo 2023.
Skol an Emsav a ginnig deoc’h daou emvod kelaouiñ, enlinenn hag e savadur Yezhoù ha Sevenadur, evit a re a fell dezho gouzout hiroc’h diwar hon penn hag ar stummadurioù e vez kinniget ganeomp e Sant-Ervlan :
- Adalek ar 27 a viz Meurzh betek an 30 a viz Even 2023 :
Stummadur barrekaat war ar brezhoneg. 3 mizvezh neun amzer (35 eurvezh / sizhun). Live rekis : B1. Arc’hantaouiñ ha skoazellañ gant ar Rannvro. Clikit amañ evit gouzout hiroc’h.
- Adalek miz Gwengolo 2023
Le tour du breton en 180 jours. Evit an deraouidi. Stummadur micherel d’an daoulamm war ar brezhoneg. 6 mizvezh leun-amzer (35 eurvezh / sizhun). Live rekis : mann. Arc’hantaouiñ ha skoazellañ gant ar Rannvro. Clikit amañ evit gouzout hiroc’h.
Emvod kelaouiñ war al lec’h
→ D’ar Yaou 2 a viz C’hwevrer 2023 da 7e noz / sal emvod Yezhoù ha Sevenadur (estaj kentañ)
Emvod kelaouiñ enlinenn
→ D’ar Yaou 2 a viz C’hwevrer 2023 da 12e30 (enskrivadurioù dre ret)
E-pad an emvod kelaouiñ e vo kinniget an doaeroù lieseurt da lakaat e anv ha penoas e vez tremenet ar stummadur :
- Hentad enrollañ
- Arc’hantaouiñ ar stummadur
- Program ha hentenn pedagogel
- Mont en-dro ar stummadur (deiziadur, implij amzer, stajoù…)
- Digoradur ha kantabeg (labour, familh, kevredigezhioù, sevenadur…)
Digor e vez a stummadur d’an dud dilabour, d’an implijidi ha d’ar skolaerion.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !