Kejadenn gant Bretagne Culture Diversité
Blog ar stummadurioù

Kejadenn gant Bretagne Culture Diversité

Kejadennoù gant tud a-vicher e vez kinniget gant Skol an Emsav e-kerzh ar stummadurioù war an daoulamm. Un digare da gejañ gant tud a labour e bed ar brezhoneg hag ivez da c’houzout hiroc’h diwar-benn an digoradur micherel goude ar stummadur.

Skignañ
bretagne culture diversité skol an emsav rencontre stagiaire formation intensive rennes
Ar strollad stajidi nevez “Le tour du breton en 180 jours” e Roazhon, staliet e deroù miz Genver 2023.

E-kreiz bep prantad stummadur e vez kinniget gant Skol an Emsav kejadennoù liesseurt gant tud a-vicher e bed ar brezhoneg.

D’ar Merc’her 25 a viz Genver 2023 o doa kejet stajidi nevez stummadur 6 miz Soizick Aubry eus Bretagne Culture Diversité (BCD) hag he doa kinniget raktresoù ha palioù ar gevredigezh.

Un digarez mat d’hor stajidi da sevel goulennoù hag eskemm war peadra e vez kinniget gant BCD : danvezioù sevenadurel, gouiziegezhioù liesseurt war yezhoù Breizh, ar sevel renabl-pad glad sevenadurel dizanvez Breizh da skouer. Kement tra zo da vezañ tennet gounit warno gant ar stajidi evit mont pelloc’h gant o raktres hiniennel.

Kejadennoù ouzhpenn a zo o tont e Skol an Emsav ! Annie Ebrel a vo gwelet gant ar stajidi a-benn nebeud. Un digarez ouzhpenn da heuliañ keleier ar stajidi !

Skrivet gant Skol an Emsav
Embannet d'ar/d'an
Sellet ivez ouzh

Blog ar stummadurioù

“Tamm ha tamm” – stajidi o teskiñ ar yezh

Tamm ha tamm : hor stajidi o vont war-raok gant ar yezh !

Lenn ar pennad

SAE er Mikro – abadenn stajidi Skol an Emsav

E-kreiz o stummadur barekaat “Mont pelloc’h ganti” o deus kemeret perzh stajidi Roazhon, Naoned ha Dinan en ur raktres sevel abadennoù radio e brezhoneg, a-gevred gant Radio Naoned.

Lenn ar pennad

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !