Lennerien ger,
Dek e oamp bodet dilun diwezhañ. Tro zo bet da eskemm ha da lâret a bep seurt diwar-benn :
“E koun Youenn Drezen – 1899-1972” al Lanv – 2022
Eizh a dud o deus kemeret perzh el levr-se, un doare da enoriñ unan eus hor skrivagnerien vrasañ. Lod ezvezant o doa kaset ho soñj.
Danvez puilh ha liesseurt a zo el levr-mañ. Talvoudus-bras. Istor ar yezh hag al lennegezh. Un doare da welet peseurt tro-spered a oa gant ar gevredigezh hag an dud d’ar mare-se. Ur stourmer eo bet Youenn Drezen. Bevañ en deus graet da vareoù zo nemet diwar e skridoù (galleg alies). An triad : Drezen-Riou-Kerien. Gwelet hon eus e bostoù-labour e bed an Emsav pe evel kazetenner galleger. Kenlabouret en deus gant a bep seurt tud. Un den hegarat ha chichant e oa. Test e amzer keñver meur a dra. Ne oa ket troet gant ar politikerezh. E bal : kas ar brezhoneg war-raok. Kizidik eo bet evit pezh a sell an embann : liammañ a rae an arz gant ar skrid. Skrid ha Skeudenn. Menegomp “Youenn vras hag e leue” e 1947, 5 pezh-c’hoari – skeudennaouet gant Bourlaouen, Jos Kervella, RY Creston, X. de Langlais ha Per Peron. “Itron Varia Garmez” gant R.Y. Kreston. Ur rummad 4 levr a zo bet embannet diwar-benn obererezh Youenn Drezen war meur a dadechenn, e ti Mouladurioù Hor Yezh (e 1986 : Youenn Drezen kelaouenner, Arvor – e 1986, barzh ha kelaouenner, Gwalarn – e 1989 : kelaouenner, L’Heure bretonne – e 1991 : kelaouenner, L’Heure bretonne). Peadra da zeskiñ c’hoazh.
Eskemm a zo bet diwar-benn ar straed “Youenn Drezen” bet divadezet e Pont-‘n’-Abad.
Ne vo emgav ebet e miz Mae.
Emgav Mezheven 2023 :
LUN 5/06 – “Fulenn” Yann-Charlez Kaodal – romant – Al Liamm – 2022 – 12€
Bet an eil priz er rumm ar romantoù gant ar Prizioù e 2023 – Yann-Charlez Kaodal a vo ganeomp evit kinnig ha komz diwar-benn e levr.
Trugarez deoc’h holl. Lennit brav, lennit kalz !
A galon,
Annaig
Lenn a-stroll
“Koktel ar vuhez” / Kejadenn gant Jil Penneg
D’al Lun 6 a viz Meurzh. Deuet oa bet ar skrivagner Jil Penneg da gejañ gant izili lenn a-stroll e ti Skol an Emsav.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !