
Plijadur o deus bet al lennerien o lenn “Toull Kerliv” gant Charlie Grall, Ur romant a zo tost deus ar pezh c’hoari benn ar fin gant ar c’homzoù etre ar varner hag ar breton, hag ur romant dre-lizher. Un doare da zaveoù kozh da sevel ar romantoù doare Khafka, hag ar spont dirak ar justis. A-drugarez d’al levr hon eus bet ur veaj e Istor Breizh hag ar stourm kalet zo bet etre ar bloavezhioù 60 ha 2000. Meur a wech e vez menneget diaesamantoù familhoù ar brizonidi bolitikel ha dreist-holl e fin al levr. Un tu-all d’ar stourm ha ne vez ket komzet kalz dioñtañ. Lod o deus kavet e oa un tamm re manikean tudenn ar varnerez hag al lizhiri a gase un tamm denelezh ha sutilded el levr. Ul levr dedennus bras eo evit gouzout hiroc’h war mare poultr an FLB / ARB, ha troioù kamm Polis Frañs evit enebiñ ouzh ar stourmerien.
Lenn a-stroll
Rentañ-kont – Lenn a-stroll – “E koun Youenn Drezen”
Rentañ-kont ar bodad lenn a oa d’al Lun 3 a viz Ebrel 2023.
“Koktel ar vuhez” / Kejadenn gant Jil Penneg
D’al Lun 6 a viz Meurzh. Deuet oa bet ar skrivagner Jil Penneg da gejañ gant izili lenn a-stroll e ti Skol an Emsav.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !