Lennerien ger,
15 e oamp bodet dilun e Skol an Emsav. Ha Jil Penneg a oa deuet eus Brest.
Kontet en deus, alies gant fent, e istor gant “Koktel ar vuhez”. Teir levrenn embannet e 2020, 2021 ha 2022.
Lâret en deus e oa stag ouzh e dudennoù ha diaes dezhañ o dilezel, kollet mignoned gantañ, emezañ. Met poent e oa ivez chom a-sav.
“Etre fur ha foll evit plijout d’an holl”. Ur spered stirad a zo gant e zanevelloù, liammet etrezo, dre an tudennoù. Seurt doare lennegezh zo rouez e brezhoneg. Ar wech kentañ ?
Displeget en deus Jil penaos e laboure, penaos e teue an awen, gant petra ‘veze levezonet. Ur meskaj traoù gwir, damwir hag ijin penn-da-benn. Treuzwiskañ a bep seurt evit “kuzhat” saviadoù pe darvoudoù gwirion. Lec’hiet resis eo an istorioù en amzer (Brexit, Covid…), e levrioù a vo reoù penn kentañ ar bloavezhioù 2020.
Da gentañ e kase e zanevelloù, distag, d’ar gelaouenn Al Liamm. Un deiz e lâras Tudual Huon dezhañ e vefe bodet e zanevelloù en ul levr. Broudet eo bet neuze da skrivañ reoù all. Bepred gant liammoù etreze. Kalz tudennoù a gaver. Kalz eskemmoù, kaozeadennoù. Nebeut a zeskrivadurioù (lec’h, natur, endro). Spered ha kalon tud voutin eo a vez taolennet gant Jil. Lennerien zo o deus lakaet ar pouez war ar fed eo aes-kenañ lenn e istorioù. “N’on ket gouest da skrivañ diaes” emezañ.
Skrivañ a ra Jil pa zeu an awen, en un doare disingal. Ha tamm-ha-tamm eo en em gavet stag ouzh e dudennoù.
Un eskemm laouen, skañv hag eeun a zo bet etrezomp holl. Trugarez vras da Jil bezañ deuet da Roazhon en hon touez.
Annaig
Kavit an emgavioù a zeu amañ !
Lenn a-stroll
Rentañ-kont – Lenn a-stroll – “E koun Youenn Drezen”
Rentañ-kont ar bodad lenn a oa d’al Lun 3 a viz Ebrel 2023.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !