Lid embann al levr “Ur vleunienn er skorneg”
Keleier

Lid embann al levr “Ur vleunienn er skorneg”

Lid embann al levr  “Une fleur sur la banquise” (Editions Goater) a oa d’ar Merc’her 19 a viz e tavarn “Origines” e Roazhon. Er memes koulz oa bet lidet ar stummoù e brezhoneg (“Ur vleunienn er skorneg”) hag e gallaoueg  (“Eune flleur su la haossegroê”). En albom yaouankiz-se – evit ar vugale adalek pevar vloaz – e vez contet beaj varzhel Robin war-zu ur vorskorneg ijinet gantañ.  

Skignañ

An oberenn-mañ, skrivet gant Pauline Guillem ha treset gant Pauline Comis, zo bet troet e brezhoneg gant ar 16 stajiad eus ar stummadur 3 miz “Mont pelloc’h ganti” etre miz Ebrel ha miz Even 2022 gant skoazell Gwenael Dage.

Ar raktres-se, hag a zo staget ouzh stummadur micherel Skol an Emsav, a lakae ar vrezhonegerien nevez da soñjal e-barzh perzhioù dibar ar yezh en ur c’houzout hiroc’h diwar benn bed an embann hag an treiñ a-drugarez d’ar c’hejadennoù gant ar skrivañgnerez hag an embanner, Jean-Marie Goater.

Gant skoazell Rannvro Breizh ha Ti-Kêr Roazhon e vez an teir skourenn. Un darvoud talvoudus eo embann ul levr nevez-flamm lakaet e teir yezh a vez komzet e Breizh : diskouez a ra e vez kavet startijenn ha kenober

Lakaet eo bet al levr e gallaoueg gant deskarded Kelc’h Keltiek Roazhon ha o c’helenner Anton Aguësse.

Tri stumm al levr a vez kavet war lec’hienn internet Embannadur Goater hag er stalioù levrioù arbennik.

E-tal ar mor, war Aod ar Vein ruz, emañ tud-kozh Robin o chom. Foetañ bro en Hanternoz pellañ a ra e vamm-gozh Bleuenn. Robin ivez a garfe anavezout ar vorskorneg.
Ha setu-eñ o fardañ e vea
j.


« Difraostañ tachennoù nevez en deus graet Robin.
Kejañ gant maread a dud en deus graet Robin.
Kompren pegen froudennek eo ar mor en deus graet Robin.
Amprouiñ e galon en deus graet Robin.
An teñzor priziusañ
en deus kavet Robin ivez.
Ennañ e-unan emañ. »

Skrivet gant Skol an Emsav
Embannet d'ar/d'an
Sellet ivez ouzh

Keleier

Mizvezh ar brezhoneg

Kroget eo prantad nevez Mizvezh ar brezhoneg ! Kavit hon darvourdoù amañ dindan ha war paperoù nij savet gant Skeudenn Bro Roazhon.

Lenn ar pennad

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !